Da zorn

War da vronn,

Da zorn

O waskan da vronn,

Da laezhañ ac’hanomp.

Gant da zorn

Pevar biz,

Gwaskañ a rez

Da vronn,

Evidomp.

Hag e red ‘barzh hor henoù

Da laezh ha da zaeroù :

Hor c’halon ’zo leun a vezh,

Hor c’hounnar a kroz ennomp !

Da zorn d’ar biz troc’het,

War hor penn,

A flour hor blev du,

Rouz, melen, ha... gwenn.

E pleg hon skouarn,

Te lâr’ deomp-ni :

Bugale !

Gortoz hep kasoni !

Rag arc’hoazh, dre ho perzh,

Adarre 

E vo va dorn a-bezh !

                P. Coadou